Al Liamm Dastumadenn sevenadurel daouviziek Kerzu2002 Nedeleg laouen ha Bloavezh mat d’an holl Niverenn 3355 57vet bloavezh Postel
[email protected] www.alliamm.com Pep skrivagner zo kiriek d’e skridoù TAOLENN BARZHONEGOÙ : Kroashent , gant Youenn Gwernig . .3 Maenhir, gant Jean-Yves Broudic . .4 O terriñ kleuz , gant Jakez Konan . .5 DANEVELLOÙ : Un endervezhiad hir, gant Ronan Huon . .7 N’eo ket mat ar gontadenn, gant Dominique Allain . .15 Breur ha c’hoar, gant Maguy Kerisit . .28 STUDIADENNOÙ : E koun Richard Jenkin, gant Per Denez . .55 Francesco Redi hag ar ganadur diwar netra, gant Yann gerven . .63 Soñjomp ervat : ur sell ouzh embannadurioù Buhez ar Sent, gant Jacqueline Gibson . .68 Renan hag a brezhoneg, gant Reun ar C’halan . .83 2 BEAJ : Un devezh e Gernevez, gant Per ar Bihan . .90 LEVRIOÙ, gant Eflamm gKervilio . .95 NOTENNOÙ : . .103 Youenn GWERNIG Kroashent Daou Hon-daou War hentoù hor bro Ker kalet o mein A gave din, Met e c’hoarzh va c’heneil E teuze o c’hrizder Un tammig. Daou Hon daou Ha tizhet ganeomp kalon ar c’hroashent. Steredenn o skignañ bannoù diniver War ar bed, Mont a reas va c’heneil hep kimiadiñ Gant ur seizhenn n’helle ket heuliañ 3 Marteze gant aon leskiñ e dreid, Mont a reas va c’heneil hag e c’hoarzh... Ha me, neuze, a raio Gant ur seizhenn n’hellen ket heuliañ kennebeut, Marteze gant aon koll an hent Ar c’hleuz, ar c’harzh hag Ar brouskoad pelloc’h – E ouiemp mat – (Ha soñj ‘peus, va c’heneil, va breur ? E oa eno soudarded kozh o c’hedal c’hoazh).